Chañs ha droukchañs

« Sell piv ! Jul. Penaos emañ ar bed ganit, abaoe an amzer !
– Feiz ! on bet en ospital, paotr paour.
– Pebezh droukchañs !
– Pebezh chañs, lâr ‘ta : me zo dimezet gant ar glañvdiourez.
– Hañ ya ? Pebezh chañs.
– Lâr ‘ta pebezh droukchañs : honnezh he devoa nav bugel !
– Oi ! Pebezh droukchañs neuze ‘vat.
– ‘Oa ket, ur chañs eo : honnezh he devoa un ti bras.
– Pebezh chañs sur neuze.
– Chañs paotr paour ? An ti a zo devet.
– O pebezh droukchañs.
– N’eo ket ‘vat, lavar chañs, va gwreg zo devet da heul an ti.
– Hag e lavarez chañs ?
– Ya, ur chañs, sur, paotr paour. Honnezh ‘oa un diaoulez a blac’h. »

 

[1965 ?]