Loc’het eo en dro-mañ Breuriezh Sant Erwan. Anavezet eo en Emsav ar vreuriezh-mañ, nevez c’hoazh, dre m’eo bet embannet war gelaouennoù evel Barr-Heol da skouer, galv an Ao. Y. Talbot da yaouankiz kristen Breizh. Embannet eo bet ivez an disklêriadur, ar reoliadur ha roll an danvez-labour. Ha setu deuet er-maez kannadig ar vreuriezh : Mouezh Sant Erwan, embannet gant Skol, ur wir gelaouenn leun a vuhez. Lennerien Ouest-France o deus gwelet skeudenn ul lodenn eus ar strollad war o labour, dirak iliz Serwel, o livañ delwennoù kozh. Dibaot moarvat betek-henn ar re o deus bet an eurvad da zegemer Paotred Sant Erwan en o zi.
Me a gred emaon eus ar re gentañ servijet. Daou Sul lerc’h-ouzh-lerc’h o deus aberzhet da zont da zegas din heol e-leizh an ti, heol o c’halonoù yaouank ha gredus. Ar Sul trizek a viz Kerzu eo deuet an Ao. Kalvez, rener Skol ha diagent rener Skol Sant Erwan Ploueg-ar-Mor, gant an Aotrou Kelenner Yann Talbot, ur c’heneil mat dezhañ, Mark X., ur c’henlabourer, a gredan, da L’Avenir, hag un toullad izili eus Breuriezh Sant Erwan : Yann ar Minouz, Yann ar C’horr, ha niz an Ao. Kalvez, ur paotrig seven, futet ha dilu mar deus. Komzet o deus eus o labourioù liesdoare : fagodiñ keuneud hag o c’has da reoù gozh Lannuon. Mont a reont ivez da bourvezañ anezho e glaou. Roet o deus ivez un abadenn bennak da re gozh ospital Kergoualc’h. Dastum kanaouennoù e-touez ar bobl hag o deskiñ ha kalz a draoù all : baleadennoù, studi, retredig… Pegen prim oa tremenet an amzer ganimp ! Ha daoust pegen trist ‘oa an amzer, heol edo e-leizh an ti. Desped a rae din avat n’oa ket aze va ebeulien : an nebeudig paotred yaouank o deus desket lenn ha skrivañ ar yezh gant va sikour.
Ar Sul war-lerc’h, ugent ar miz, int deuet adarre. An dro-mañ gant ur strollad all, hag ouzhpenn an Aotrou Beleg Thomas, ur Breizhuheliad hag a gomz ur brezhoneg glan-sebezus ; e strollad ar re grenn emañ Mikael Bothorel, Yann-Erwan Morvan, Gwion ar C’horr. Evel-just, J.-Paol Kalvez ‘oa da heul, ha… divinit piv ? Nann, ne zivinfec’h ket. Koulz eo din lavarout deoc’h raktal. Ac’hanta ya, Gwion ar Menteg. N’anavezen ar Gwenedad-mañ nemet dre ur barzhoneg bennak gantañ en Al Liamm. An dro-mañ avat n’eo ket ankounac’haet ar magnetofon. Domaj en ur feson… Kalz muioc’h dilu e vez an teodoù pa ne vez ket ar mekanik flatoul-se war al lec’h. Me bepred ‘oa strafuilhet-naet gantañ. Ken na oa dibrennet va zammig sac’had galleg ha krog da verañ e kased ar brezhoneg. O ya ! ken n’en devoe krozet din un tamm an Ao. Kalvez. Met soñjit, tud paour ! Pa vez graet gant trefoedach e-pad hanter-kant vloaz, n’eo ket un hunvre komz ar yezh c’hlan. It ‘ta da lavarout da Barizianed ar fabourzioù komz deoc’h e galleg lennegel ! An deskarded a zo brav dezho komz brezhoneg mat, p’o deus desket ar yezh evel ur yezh estren, met bec’h o deus o tifoarañ eus ar pouez-mouezh gallek, hag a-hend-all paouroc’h int eget ar werin en troioù-lavar saourus, daoust ma kavont da gutuilh e skridoù evel oberennoù Jarl Priel, Youenn Drezen, hag all. Dre c’hras Doue n’emaon ket techet d’ar soñjoù du, da vihanañ abaoe ma’m eus graet anaoudegezh gant al lennegezh vrezhonek. Met krediñ a ran, ne vern pegen du e vije bet va soñjoù, o divije kemmet liv disul.
Ma ! kanet o deus Paotred Sant Erwan, evit ar peurvuiañ kanaouennoù farsus ha mousfentus diwar an dastumad Gwir Vretoned embannet gant Skol ; 74 kanaouenn evit 1,50 lur, n’eo ket ur rivin… Ouzhpenn va daou vignon yaouank J.-P. ha G. Bourdoneg, em boa galvet un amezegez kozh hag he div verc’h da selaou an abadenn. Anna gozh-mañ ‘oa bet strobinellet-naet gant an Ao. Talbot. « O ! emezi din antronoz, hennezh avat zo ur mestr-kaner. Perak ne vez ket klevet kammed er machin da gaozeal ? (= radio) » Va amezegez he deus ur yezh skeudennet-tre : ar « machin da vont buan » (= velo-solex), ar « machin da laerezh » (= balance automatique) ! Ma ! boas eo koulskoude ouzh mouezhioù kaer ar radio, rak aze ne vez c’hwitet abadenn vrezhonek ebet avat.
Gwion ar Menteg en deus kanet e brezhoneg Gwened ur ganaouenn fentus war un ton-dañs, reoù all gant un distagadur tregeriek. Bez’ e komz ur brezhoneg sebezus, glan ha pinvidik. Ur gwir arzour eus ar c’hentañ klas end-eeun ez eus Gwion ar Menteg. Gouzout a ra lakaat e jestroù da glotañ ken brav gant e gomzoù, un dudi. Ur chemet, ur moneadur en deus, na gaver nemet er ganerien a vicher. Da hetiñ e kavo Charlez ar Gall ar roud outañ, ha ma vo klevet er radio ar c’hentañ ar gwellañ, hag ivez gwelet war ar skramm bihan. Gwion ar C’horr en deus displeget dimp brav-tre « Yar he vioù aour ». Ar paotrig-mañ, pa vo deuet dezhañ e vouezh c’hour, a raio un displeger dispar. Evel-just, un abadenn dihued edo. N’eus ket deuet en-dro kudenn all ebet, nag arboellerezhel, na politikel, na yezhoniel, nag all. Bremañ, ne van ganin d’ober nemet trugarekaat an holl baotred hegarat-se hag o deus graet din kement a enor hag a blijadur, hag o renerien. Ha goulenn bennozh sant Erwan vinniget war e filhored, evit ma savo Breizh he fenn, leun a nerzh hag a levenez, gouest da stourm ha da drec’hiñ war ar sevenadur gall a glask he mougañ.
Noz Nedeleg 1964