Beure Mezheven

Kanañ ‘ra ‘r c’hog. Sklaer eo ar prenestr. O Doue ! poent eo sevel ‘michañs. Me ‘werzhfe ar c’hog daonet-se a-walc’h. Kalz re abred e sach hennezh war an deiz avat !… Nag on-me brevet, va Jezuz…

Eur ebet ne glevan. Ankouaet am boa adarre sevel e bouezioù d’an orolaj. Tren ebet kennebeut. Daoust ha bez’ e vefe harz-labour c’hoazh ur wech all gant paotred an hent-houarn ? Kloc’h ebet ne glevan ivez ? Biskoazh kemend-all…

Sed an dro-mañ va dihunerez-veure, Kubelê o pavatat. Dav er-maez. Ur bedennig verr ha kalonek. Ha va devezh a grog. Pep a damm d’al loened da gentañ. Ha neuze war-zu ar velchoneg evel bep beure. Va falc’h war va skoaz, va maen-lemmañ em dorn, ez an er mintin sioul ! Ken sioul ! Delienn ebet ne fiñv. Memes er buplienn ken krenus n’eus ket an disterañ sarac’h. Ar vrumenn veure skañv a zo dous d’am jod ha c’hoant am eus da ganañ. Met pec’hed e vefe strafuilhañ peoc’h ar mintin gant ur vouezh ken divalav…

Mont ‘ran dre an hent don, va c’hi du war va seulioù. Ur berlezenn arc’hant gleb a gouezh war va zal eus beg un delienn o tiverañ he glizh-noz. Un durzhunell a c’hrougous abaf en iliav un torgos. Evned a richan du-mañ du-hont skeltr o mouezh er beure. Notenn bur un eostig a glevan pelloc’h ‘us d’an draonienn goadek.

E sikamorenn ar Roz Lostek ur big a c’hragailh : al louarn a rank bezañ war-wel, bet oc’h ober e dro-veure. Kaer en deus an Diouriz bras dinodañ lern bihan bep nevez-amzer n’a ket ar ouenn da get.

War skramm an oabl e kousk c’hoazh bourkig koant Tregrom a-grap tosenn Krec’h Komenn. Tamolodet er vougenn e diez bihan dilorc’h bodet en-dro d’an iliz kozh, ‘vel ur c’hlodad evned en-dro d’ur vamm-yer evezhiant. Ur vogedenn a sav tev ha fonnus eus siminal an ti-forn. Daoust ha soñjal a ra ar baraer eo karget, ouzhpenn e vicher, da leuniañ an oabl a goumoul ?

Un titirin e kroashent Penn-ar-Gêr. Emañ Leon en e c’hovel. Hennezh, ‘on sur, zo o kanañ. Grozmolat a ra an dud en-dro dezhañ. O dihuniñ a ra re abred. Met ne bad ket en e wele gant ar sec’hed.

— O ! An Añjeluz… Pegen sklintin ha pegen drant e kas ar c’hloc’h bihan gwagennoù e son douget ‘us d’an draonienn gant heklev al Leger, a ra un hanter kelc’h en-dro d’ar barrez.

Na koantañ taolenn bremañ el lanneg ! Ha bez’ ez eus ul livour er bed gouest da livañ ur seurt marzh ? Mil lestrig o lintrañ gant ar glizh-veure, gant rouedoù neud-arc’hant da ouelioù ha stignet aze, er bodoù-lann ‘vel ken lies a antell. Lâret ‘vefe ‘vije bet en noz-mañ ur genstrivadeg gant holl wiaderezed Breizh-Izel : gwiaderezed gwiad-kevnid !… Ur c’honikl a zifluk eus ur vodenn-lann, a dreuz prim an hent-karr. Fousou a ra dezhañ ur pennad ambroug hag a retorn da c’hwesha e-touez al lann.

Setu me er velchoneg. Na frondus eo an aer amañ !… Ya, warlene e lavare Georgette din, he dour c’hwezh-vat La Fleur de trèfle emezi. Ma ! pell ‘oa deus c’hwezh va melchon ruz avat.

Ha bremañ pegen plijus d’am skouarn trouz va higolenn war dremm dir va falc’h. Tregerniñ ‘ra an draonienn gant va lemm !… Ur c’hrogad am eus hiziv, ret din troc’hañ un doublenn, arc’hoazh ‘mañ ar Sul. Ur mell karrad ‘rankan da droc’hañ evit daou zevezh. Me ‘gred am eus gonezet va dijuniñ. Hag e soñjan en engroez-tud-se a zo d’an eur-mañ er c’hêrioù o redek d’o labour sklav…

28 a viz Mezheven 1963