Beilhadeg er C’hozh-Varc’had 9 a viz C’hwevrer 1963

Strollad Beilhadegoù Treger a gav er bloaz-mañ kalz a ziaesterioù war e hent. Kontrolius-tre eo bet ar goañv evit aozañ beilhadegoù. Ar skoulad hir ha kalet en deus dilerc’hiet meur a abadenn. Rediet, a-wechoù, da zislavarout div ha teir gwech, dre na bermete ket an amzer mont en hent. An dud alies en arvar. Ha dre se, nebeutoc’h a dud en holl en abadennoù, ken pouezus koulskoude evit buhez ar yezh e-touez ar bobl.

Bet hon eus-ni, tud ar C’hozh-Varc’had, hor beilhadeg disadorn d’an noz 9 a viz C’hwevrer. N’oa ket c’hoazh diskorn an hentoù na teuzet an erc’h a-blasoù. Dañjerus un tamm mont en hent gant kirri. Ne vern, tud ar Strollad n’int ket krenerien, na tud didalvez : deuet ‘oant. Hag ar C’houerc’hadiz, daoust ma’z eus pell etre daou benn ar barrez, ‘oa en em rentet stank a-walc’h ivez e sal ar gouelioù. Tost d’un hantereur dilerc’h avat, met astennet e voe an abadenn eus a gemend- all. N’oa ket c’hoazh echu da hanternoz ! Ha servijet-mat ‘oa bet sur ar selaouerien. Pep tra ‘oa brav ha dereat. Pezhioù farsus evel An Alvokad ha Div blac’h da choaz, gant Maria Prad, Kalz trouz evit nebeut tra, roet gant Paotred Tregrom, kontadennoù ken fentus, Ar Marichal ruz, Al Loa-vañson, ha kalz a unangomzoù all, displeget ken akuit gant an Ny, Gourvenneg, Droniou, Bonnieg, h.a. Kanaouennoù a bep seurt : reoù gaer ha klasel, reoù romantel, reoù fentus. Kanerien ha kanerezed dellezek a bep meuleudi : Amede Prijent, Yann Derrien, Bonnieg, an Ny, Tinaig Perche, A. Bourdonneg, Ivonig Jak, M.-C. Roche.

Klevet e vije bet ul logodenn o redek dre ar sal, gant ar sioul hag an aketus ‘oa an dud o selaou o rannyezh Treger, ken mistr ha ken skañv, spurjet diouti ar gerioù gallek m’omp re dechet d’ober ganto hep ezhomm. Tregerniñ a rae ar sal avat gant barradoù c’hoarzh diremed ha stlakadeg daouarn a vare da vare, ken fentus ‘oa ar farsoù hag ar farouellerezh. N’eo ket hep gwir abeg eo brudet Beilhadegoù Treger dre ar Vro, ha ma reont berzh en holl barrezioù. Ken liesdoare int ma vez kavet en abadenn peadra da zic’hoantañ an holl. Hag ar Pennrener a oar rannañ al labour gant poell ha meiz etre izili ar Strollad : da bep hini hervez e demz-spered, e zonezonoù hag e sevenadur personel. Ur gwir c’hoariva, ya. Gourc’hemennoù dezho holl. Dellezek int.

Un taol-esa a zo graet evit sevel un tamm dreist ar folklor etrezek ar gwir lennegezh : ur pezhig-barzhoniezh koant gant klotennoù, savet gant Fañch Danno, a zo bet displeget war al leur-c’hoari gant J.-P. Bourdonneg. Ur pezh graet mat sur, war ur sujed tener. Un den yaouank en devoa un emgav gant e vuiañ-karet e douster un nozvezh hañv, e skeud al loargann, dindan ur wezenn-faou. An dousig a zalee, ar paotr en devoa hirnezh. Krog ‘oa Pierig da gaout disfiz, da vont en dispi, d’ober soñjoù du, da vont en imor fall. Sur ‘oa Janedig da gaout rebechoù ! Merion a save en e zivhar… Met setu trouz he botoù, hag he skeud war an hent-karr !… Skubet prim ar soñjoù du hag an imor fall gant ur soñj a garantez… Deus war va c’halon, va muiañ-karet ! Selaouet eo bet ar pezh gant gred hag aked, prizet ivez sur, rak bet ez eus stlakadeg daouarn.

Met un draig am eus merzet (edon gant se) : c’hoarzhadennoù diflipet, du-mañ du-hont er sal, a-enep d’o c’houlz, a ziskouez e oa bet treuzkomprenet gerioù re uhel evit ar bobl. Diaes koulskoude displegañ mennozhioù uhel gant gerioù boutin-tre. Siwazh ! n’eo ket evit arc’hoazh ar gwir lennegezh vrezhonek. Ret e vije d’ar bobl bezañ gouest da lenn ar c’helaouennoù hag al levrioù brezhonek. Ar reoù yaouank o deus koulskoude kultur a-walc’h evit tañva lennegezh, met, ya, lennegezh c’hallek ! Ar gerioù uhel brezhonek a zo dezho evel « hebraeg » din-me. Labour a vefe da veur a Varc’harid Gourlaouen, va Doue ! Kentoc’h, ‘m eus aon, ec’h erruo al lennegezh saoz war hor c’hoariva evit hon hini.

Met disadorn d’an noz, tud ar Veilhadeg a voe dinec’h eus ar seurt kudennoù. Tridal a rae o c’halon gant al levenez. Unanet ‘oant holl gant ar memes mennozhioù : ar spered tregeriat hag ar fealded d’o yezh pemdeziek. Hag aze ne oa netra nemet brezhonegerien dre gomz, dinec’h-tre gant kudennoù an doare-skrivañ, rak an tri c’hard anezho hag un hanter eus ar c’hard all a vije chomet souezhet-bras o klevout komz eus ar c’hudennoù-se, on sur. Eurüs an dud paour a… !

Evit klozañ va danevell e lavaran da aozerien ar Veilhadeg : trugarez ha bennozh evit an dudi o deus roet d’ar C’houerc’hadiz, ha kenavo da vloaz, mar bez bolontez Doue !