Ar weladenn

D’am mignonez vat Bertina
N’am boa ket lavaret dit
(Ma vije brasoc’h da eston)
N’am boa ket lavaret dit emaint-i dasorc’het :
An ti m’out ennañ ganet, milin da yaouankiz…
Ha p’edomp aet evel en hañvioù all
En pirc’hirinded d’an draonienn,
Am eus gedet war da zremm
Un arouez eus da from…
Bras eo bet da estlamm,
Ma’z out chomet sonnet !…
… Dorn-ha-dorn hon-div, evel gwechall
Omp aet davet ar perc’henn : un Estren hegarat.
— Degas ‘ran deoc’h, Aotrou, an diwezhañ milinerez !
Divizet hoc’h eus ur pennadig.
… Sioul ha soñjus edos avat war hent an distro :
— Petra ‘c’h eus, Bertina ? Un daerenn a welan !
— N’ouzon ket re… Kemmet eo pep tra.
— Re gaer a lârez ? Tud pinvidik int.
— Deuet ‘oan boas eus an dismantroù. Poanius, ya.
Met bez’ edont un aspadenn eus an Tremened.
Un amzer nevez o sevel bremañ war va Bed kozh
Na distroin mui d’an draonienn…

2 a viz Eost 1964

E galleg