Ar seblant

Un nozvezh a viz C’hwevrer, un nozvezh teñval ha yen. Echu al labour en-dro d’al loened. Bodet en-dro dezhi he bugale e-tal an oaled o tommañ, Mamm-gozh ‘oa ankeniet bras. Va zad-kozh ‘oa aet da gas keuneud da Lannuon, ur c’hant fagod nevez-divarret. Un tamm glizhenn fall ‘oa deut d’ober hag abred ‘oa kouezhet an noz. Ne vez ket hir c’hoazh an deiz e deroù miz C’hwevrer. Teñval ‘oa bremañ evel ‘n ur sac’h ha Tad-kozh n’errue ket er gêr. Nec’het spontus ‘oa e diegezh, gwreg ha bugale. Rak va zad-kozh ‘oa un den renket-mat mar boa unan, kammed na sac’he da dreinañ hentoù nag ostalirioù, ha lâret en devoa bezañ distro a-benn serr-noz. Dre hent Bulien ez ae da Lannuon gant e garg, bravoc’h hent a oa. Da retorn en goullo e teue dre Bloubêr, berroc’hik ‘oa met a ranke treuziñ ar stêr Leger dre ur pont moan ha hep bardell ebet : un andred risklus ‘ta, pa vije teñval dreist-holl.

Noz pell a oa ha Tad-kozh n’errue ket er gêr… Mont e rae ar vugale vrasañ da benn an alez da selaou hag-eñ a glevjent trouz ar c’harr war an hent bras ; retorn ‘raent d’an ti ha mont adarre. Echu ‘oa al labour en-dro d’al loened, prest koan pell a oa. Boas ‘oa an tiegezh da c’hortoz ar mestr da zebriñ koan, met en noz-se aner ‘oe gortoz… Den na devoe kalz naon e gwirionez, re a drubuilh ‘oa en ti rak Mamm-gozh a lâre ‘voe sur erruet ur gwalleur… Ar vugale vihanañ ‘voe lakaet da gousket, ar re vrasañ a chome sioul en-dro d’o mamm azezet e korn an oaled dirak un tantad mat a skilhoù derv sec’h.

Setu a-greiz-holl : un drouz spontus… Un drouz kalz fromusoc’h eget ar c’hurun !… Un drouz ha na ouient ket petra ‘oa… na zoken eus a belec’h e teue. Mantret ha semplet ‘oant holl, mamm ha bugale. Hag an drouz spouronus a dostae bepred dezho : ‘vel o tiskenn pazenn-ha-pazenn gant ar viñs adalek ar c’hrignol betek ar pondalez izelañ, e-lec’h ma reas d’an nor storlokat ha krenañ… Ha mui netra. Ur « seblant » sur-mat e voe eus ur gwalleur. Aet ‘oa va zad-kozh war e benn er rinier, karr ha tenn.

« Ma Doue, bugale, eme Mamm-gozh, pedomp. Beuzet eo ho tad, nemet ur mirakl ‘vefe graet en e andred.
— Aotroù Sant Erwan vinniget, ho pet truez ouzhimp !
— Hon tad pehini zo en neñv…
— De Profundis… »

An daou vihanañ, dihunet gant ar spont a c’harme ‘n o c’havell. Mamm-gozh, daoulinet war an oaled, a savas da vont war o zro. Setu ma voe klevet adarre un drouz all ! ‘Vel trouz ur c’harr ? Kentañ soñj e teuas e spered va mamm-gozh : « Karr an Ankou, emezi ! O va Doue !… », sempliñ a rae. Met unan eus ar vugale, tanav e skouarn moarvat, ‘oa aet da doull an nor hag a lâras gant ur vouezh laouen : « Erru eo tata ! Me ‘glev anezhañ o kôzeal eus ar c’hezeg e penn all d’an alez ! » Ha gwir e oa, erru ‘voent holl er gêr, yac’h ha divac’hagn, dre c’hras Doue. Pebezh joa en ti ! Hastet ‘oa mont gant al letern d’ar porzh da sklêrijenniñ dezhañ da disterniañ ar c’hezeg ha d’o c’hlenkañ.

« Petra ‘ta, Jamai, zo bet erruet, eme Mamm-gozh, mar gout ken diwezhat all ? Ni hon deus bet spont ha trubuilh, va Doue !
— Feiz sur, eme Tad-kozh, mann ebet koulz lâret. ‘Met am eus bet ur gorvetenn vat gant va c’heuneud sur, hag a-benn bloaz n’eo ket me a gaso keuneud d’an ti-se pa lâran. Soñj dit Visanta, am eus ranket tremen va c’hant fagodenn, hini da hini, dre un trepas bihan e-kreiz an ti, d’o c’has d’un doare pezh bihan, bihan ‘vel ur c’hlud yer, hag ober ar bern va-unan. An dud kozh-se n’eus hini anezho gouest da fiñval ur fagodenn. Ouzhpenn un eur am eus kollet gant se, kaer am boa hastañ. »

Neuze a gontas Mamm-gozh d’he fried petore trouz spontus ‘oa bet en ti ken voe darbet dezho tout bezañ bet trelatet gant ar spouron. Tad-kozh ne grede ket kaer er seblantoù nag en traoù noz, met gwelet ‘rae pegen strafuilhet e oant holl, mamm ha bugale. Setu ‘vit klask o dizoaniañ a bignas raktal gant e letern betek ar solier da welet ha kaout a raje ar penn-kaoz eus an drouz espar-se. Kerkent hag e tigoras dor ar viñs e welas eno ur pikol pennad bilh goad ront, war ar pondalez, unan eus an daou danvez moelloù-karr en devoa lakaet da sec’hañ war riz-moger ar solier. Petra ‘voe erruet ? Moarvat ar c’hazh o logota er solier en devoe graet d’an tamm tilh-se eilpenniñ ha kouezhañ er viñs, hag evel ma voe ront evel ur voull e deue a-ruilh d’an traoñ gant ar viñs pazenn-ha-pazenn betek ar pondalez e-lec’h ‘oa bet skoilhet gant an nor. Un drouz spontus a rae ha didammet ‘oa memes bord ar pazennoù gantañ o kouezhañ gant herr diwar ar riz-moger. Pa voe gouve’et petra ‘oa bet kiriek d’an drouz e voe disammet spered an holl. Met kredabl eo penaos ‘oa lec’h da gemer an drouz espar-se evit ur « seblant » dreist-holl gant tud nec’het ha trubuilhet.

[1962 ?]