Ar gazeg dianket

An danevell-mañ zo heñvel ouzh un istor, met un istor gwir eo.

Un nozvezh a viz Du e oan c’hoazh o skrivañ ouzh an daol e-pad m’echue da zeviñ en oaled ur pikol kef kement ha kef an Nedeleg, pa glevis er porzh trouz treid ul loen-kezeg. Va zad-kozh ‘oa klañv war e wele — e ti va zud-kozh on savet —, va mamm-gozh, skuizh-divi gant he labour, ‘oa aet ivez da gousket, met klevet a raent kenkoulz ha me trouz er porzh hag e soñje dezho ‘oa distaget « Koantig » hag erru war ar bern boetrabez.

Pa zigoris an nor, ken sklaer ‘oa al loar, e welis diouzhtu ne oa ket ar gazeg-se tamm heñvel ouzh hini tad-kozh.
« Damen a vo ! a lâris, houmañ eo kazeg Adèle a zo erru amañ.
— Oc’holla ‘vat ! eme mamm-gozh en ur lammat diouzh he gwele en hanternoazh, hast buan Rojer bihan tapout anezhi, neuze avat, rak ma’z afe pelloc’h, penaos ‘rafe ar plac’h paour-se da gaout he c’hazeg a-greiz an noz ? » Adèle zo ur c’hozh plac’h yaouank kozh hec’h-unanig o terc’hel un tamm menaj e-kichen du-mañ.

Ya met ar gazeg ne oa na kolier na kabestr ganti ; brid Koantig a oa e toull dor ar c’hrañj met ‘oa ket bet gellet lakaat anezhañ en he fenn, re vihan ‘oa, a-bouez he moue ez eas ganin war draoñ ken aezet ha tra, mamm war he lerc’h hanter diwisk.

Erru er porzh, serret an nor, sioul an traoù, gouloù ‘oa avat ha mamm-gozh da huchal :
« Adèle, Adèle, hast buan dont da glenkañ da gazeg.
— Piv zo aze ? Petra zo ? » Adèle zo chomet disfiz-kenañ abaoe e voe bet darbet d’he mamm ha dezhi bezañ bet lazhet gant un hailhon, ha ne zigore ket he dor ken buan-se pa veze noz.
« Me, Mariannañ, zo amañ. Deus da glenkañ da Gokot a oa du-mañ war ar bern potaj…
— Va c’hazeg-me ? eme Adèle en ur zivorailhiñ an nor hag en ur enaouiñ al lestrisite — evel e lavar tad-kozh — er porzh. Evit me ‘gred emañ va c’hazeg en he c’hraou, ez on a-baouez reiñ he c’hoan dezhi… »
Ha hi da welet, rak damheñvel en gwirionez ‘oa ar gazeg eus Kokot Adèle. Met Kokot ‘oa gant he jeu o chaokat foenn.
« Bon ! eme mamm-gozh, met da biv ar foeltr eo ar gazeg-mañ neuze ‘ta ? Evit n’eo ket Koantig ivez, kuita Rojer.
— Fentus e vije bet memestra, mamm-gozh, ma’m bije degaset hon c’hazeg amañ e-lec’h lakaat anezhi en he c’hraou. Met gwelet a rez n’eo ket memes liv. Houmañ zo teñvaloc’h.
— Te oar a-walc’h, Rojer bihan, ne welan ket sklaer e-lec’h ‘vez teñval ! Ha gant al “lestrisite”-mañ ne vezan ket dall ‘met kard bepred… Ha petra ‘vo graet eus ar gazeg ? Me zo prest da foeltriñ gant ar riv amañ. »

Adèle he devoa tapet kabestr Kokot ha staget e voe e toull an nor, taolet un tapis war he c’hein, lakaet un tamm foenn hag ur voetrabezenn dezhi ha debriñ a rae en ur sellet un tamm en-dro dezhi avat.

« Ha daoust da biv hag eus a belec’h eo al loen paour-mañ ? N’anavezan ket anezhi ‘vit bezañ eus ar c’hontre, a lavare Adèle. Ma vijen aet betek Kerriod, marteze Frañsoa a c’hellfe he lojañ rak amañ n’eus plas ebet, marteze zoken hec’h anavezfe ? Deus ganin Rojer bihan, ha te, Mariannañ gaezh, chom aze ‘tal an tan, sell amañ ur frileuzenn da lakaat war da chouk, strakal ‘ra da zent gant ar riv… »

Tan ‘oa dindan ar pothouarn bras a c’hiz kozh ha pipi ‘oa barzh al ludu. Pa voe diskennet ur bannac’h kafe tomm da mamm-gozh ha ni hon-daou d’ar C’hrec’h. Gouloù en ti, gouloù er c’hraou, mat ar jeu. Ar chas a dirandonas pa glevjont ac’hanomp, ha Julienna a zigoras dor ar c’hraou. Ni da vont da gontañ dezhi an doare.

« Feiz, emezi, me zo va-unan oc’h eveshaat va moc’h bihan. Ar baotred — tad ha mab — zo aet d’o c’hoan d’an Ti Gwenn. Klevet em eus trouz treid un aneval o tremen aze n’eus ket pell. Aon am eus bet un tamm, aet on betek ar marchosi end-eeun, met ‘oa mann da drubuilhiñ. Me ‘lavaro d’ar baotred mont bete traoñ pa erruint er gêr, ma ne vez ket re ront o zalonoù… ar baotred a anavez holl gezeg ar c’hanton !… »

Ha ni war hon c’hiz da dommañ ha da blaniañ war an darvoud. Adèle ‘oa he buoc’h war droug he leue ha na oa tamm pres ebet warni da vont da gousket. A-benn ur pennad goude setu Fido da harzhal, ar gazeg ‘oa fur o rognat foenn toull an nor, setu gwersed an ti all o tont er porzh, ha deuet ‘oa daou gonsort all ganto p’en devoa kontet Julienna he c’haoz dezho. « N’anavezan ket ar gazeg-mañ ! eme Frañsoa. — Na me ivez ! eme Baol. — Na me kennebeut ! » eme Job.

Den n’anaveze al loen paour, met sioù mat ‘voe kavet dezhi avat hag n’eo ket hep rezon rak ul loen kaer ‘oa, eus an dibab. « Arsa ! Biskoazh kemend-all ! eme Adèle. Da biv eo ar gazeg-mañ ‘ta ? Evit n’eo ket marc’h an diaoul eo moarvat ! » Pa voe evet ur bannac’h sistr gant ar baotred e lavaras Adèle : « Ma, da c’hortoz ar c’hafe da dommañ, deomp ‘ta da welet ar vuoc’h, avizet mat e vije avat ma karje degas dimp he labous bihan bremañ pa zo tud amañ da sikour anezhi… » Ha ni-holl da graou ar saout nemet mamm-gozh na zistoke ket diouzh an tan.

« Da vuoc’h zo barrek da welet ar beure en he fezh, a lavaras Frañsoa da Adèle goude bezañ tastornet al loen. Gwellañ tra zo d’ober eo mont pep hini da glask e loch ur c’hrogad. — Hag ar gazeg ? Ne vo ket lezet aze dindan ar rev e-pad an noz memestra !… Aze, er goumanant all, eo goullo ar c’hrevier p’eo difeurm ar goumanant, eno ‘vije er gwasked da vihanañ hag a-benn arc’hoazh ‘vo gellet lakaat paotr an taboulin da embann ma ne zeu den d’he c’hlask… »

Evet ar c’hafe, ar baotred a gasas ar gazeg d’ar goumanant all en ur retorn d’ar gêr.
Plouz ha foenn renabl ‘oa eno, ‘vije ket fall he jeu da dremen an noz. Roet e voe dezhi dour a-raok mont eus ti Adèle.
Kerkent ha tarzh-deiz, setu dao-dao war an nor !… « Oc’holla ‘vat ! emezon. Sell amañ ur jeu ! » Adèle ‘oa o klask sikour d’he buoc’h ha poent hastañ. Mat ‘oa pa ‘oa ar Sul an deiz-se, amzer marteze da ziskuizhañ goude kreisteiz. Alo, tremenet mat an traoù ha bet un tamm mat a leue — evel e lavar mamm-gozh — ha kafe dezhi adarre !… Savet kaoz adarre evel-just eus ar gazeg.

« Daoust penaos emañ kont ganti du-hont ? a c’houlennas mamm-gozh.
— O ! eme Frañsoa, kavet zo ur perc’henn dezhi.
— Da biv ‘ta eo al loen paour ? a c’houlennimp asambles.
— Da biv ? Eus Brest pe eus kichen Brest eo ar gazeg, a lavaras Frañsoa.
— Ya da ! eme mamm-gozh. Biken ne vije erruet betek amañ eus a geit-se hep bezañ harzet !
— Eo, eus Brest eo, met, en Plounevez emañ un eizhtevezh zo bennak, degaset gant perc’henn ar feurm d’e verour. En em gave ket er gêr eno c’hoazh, ha p’he deus gellet kaout he zu eo skampet ha lakaet kalz trubuilh d’he ferc’henn, evel-just, ur c’hozh den yaouank e-unan en e venaj. Un amezeg dezhañ ‘oa o sikour anezhañ da glask war-lerc’h e loen hag ur chañsadenn eo bet dezho kaout an tres outi.
— Met piv ‘ta eo an den-se ? a c’houlennas Adèle.
— Piv ?… Jeffig T. eo e anv. Me n’anavezan ket an den-se, eme Frañsoa.
— N’eo ket posupl ? eme Adèle. Jeffig ‘ta !… Ma, biskoazh kemend-all memestra !
— Petra ? eme mamm-gozh. N’eo ket hennezh al louk ‘oa bet du-mañ ur wech o c’houlenn an hent amañ ?
— Eo moarvat… a lavaras Adèle un tammig kazus… Ha ni holl da c’hoarzhin ha da hegasiñ Adèle.
— Met neuze, ar c’habestr am boa roet da stagañ ar gazeg ? Daoust hag-eñ eo aet ivez d’he heul ? eme Adèle.
— Feiz avat ! eme Frañsoa. Ma’z poa roet ur c’habestr da Jeffig n’eo ket re dit reiñ unan ivez d’e gazeg hag evel-se o devo pep a hini en koun ouzhit !… Met marteze ez pije graet gwelloc’h ober marc’had gant Jeffig sur, hag e vije chomet an daou gabestr ganit hag ur gazeg vat hag ur gwaz war ar marc’had !
— Kebestr a-walc’h a chom ganin c’hoazh, » eme Adèle, na vez ket pell o feukiñ pa vez komzet dezhi eus gwersed.

Paotr Jeffig n’eo morse retornet d’ar c’hontre da drugarekaat an dud o devoe soursiet eus e gazeg. Ul louk evel ‘lavare mamm-gozh.
Ma ! Ma ! erruout a ra traoù fentus, evel ur gontadenn… ur gontadenn wir !*

* Kontadenn wir, en gwirionez… Savet em boa an danevell-mañ evit un amezeg bihan din — Rojer Tredan — da gas da « genstrivadeg Ar Falz 1958 », a gredan. Bet e devoa ur bevare priz dindan an anv a Roger Tredan… N’int ket figus avat, paotred Ar Falz !… Rak pa soñjan em brezhoneg 58 !