Trist on fenoz. Un draig a vank din. Un draig dister a-walc’h. Ul loenig ken doñv hag ur c’hazh, ken feal hag ur c’hi : ma c’houlinig bihan du. Kollet am boa kalz amzer da sevel al loenig paour hag en em staget ‘oan outañ. Ma ! Kollet eo.
Deiz Sul ar Beuz ‘oa marvet e vamm — o mamm, rak c’hwec’h ‘oa — a-boan digor o daoulagad da sklêrijenn an deiz. O lakaet em boa ‘n ur voest kartoñs gwarniset a foenn dous ha gloan. Evel d’ar poupigoù e ranken reiñ laezh d’am c’houlined bihan emzivad, laezh tommet ha sukret. N’eo ket ken aezet ha lavarout. Ret eo kaout kalz a basianted. Adalek ma krogjont da zebriñ soub kafe-laezh diwar un asied ‘oa bet kalz aezetoc’h ar jeu. Padal, chom a raent treutik ha lauret, unan end-eeun ‘oa ken bihan hag ul logodenn ; an akuitañ da redek ‘oa-eñ avat rak plijout ‘rae dezho redek dre an ti, ha krapet goude war an oaled da dommañ o zreidigoù.
Siwazh pa grogjont da zebriñ glazur e krogjont ivez da vervel. Bez’ e chomas an daou vihanañ bev ur pennad hiroc’h met un deiz setu marv ivez al logodennig ha na greske ket un tamm.
Petra ober bremañ eus « Duig » bihan. Derc’hel da goll amzer gant ul loenig ken dister tonket ivez da vervel dizale ? Ma, lezel anezhañ da glask e chañs ! Donemonea ‘rae ‘vel ma kare war-dro an ti, er porzh, peuriñ tamm ac’halen tamm alec’hont, met sav-taol ‘veze en ti, soub kafe ha bara a blije dezhañ dreist d’ar glazur, ha tommañ war an oaled. Me ‘gomz deoc’h diouzh un trouin : Fido, Fousou, Bisousig, Gwennadu ha Duig Fall… holl du pe dost. Lavaret a vez e-lec’h ma vez ur c’hazh du en em gav arc’hant. Ur pezh gaou eo avat. Rak goude kaout kement all a loened du ne gresk tamm ebet va yalc’h, er c’hontrol…
Hardishaat a rae « Duig » bemdez, war bellaat ez ae da glask e damm « brif », da noz e tostae ‘velkent da glask goudor en e gased bihan en ti kozh. Mignon bras ‘oa d’ar chas ha d’ar c’hizhier. Met pa wele ur c’hi dizanavez e terede d’an ti un nebeudig nec’het. Fentus-kenañ ‘oa gwelout anezhañ oc’h ober chiboud evit gwelout pelloc’h.
Mont a rae bremañ betek penn pellañ Park al Leur, eno ‘oa kaol, kaol pomez ha karotez, ha krennet en devoa va labous anezho a-rez an douar evel dre blijadur, un taol dant amañ, un taol ahont, gwashoc’h eget ar vugale ambilh.
Evurus ‘oa Duig met an evurusted n’eo ket tra padus er bed-mañ… Un abardaez ‘oa ket ‘n em rentet. Graet am boa e gañv. Ma, setu antronoz e tistroas war-dro pemp eur da glask e adverenn soub kafe. Feiz, e soñjen, ret ‘vo dastum al labous-mañ pe ‘vo boued sur d’al louarn… Met ivez daoust ha chom a rafe bev en un toull kloz ? Eñ boas eus ar Frankiz keit-all zo… Ma ! Tri deiz goude ‘oa kollet evit mat, aner gortoz ha klask. Fido en doa kavet an tres, lammet war ar c’hleuz e-lec’h ma oa mac’het ar geot, ha va Doue !… Setu un tamm avu gwadek ha mailhemouzet ; se ‘oa tout pezh a chome eus ar paourkaezh Duig. Ha trist on fenoz evel pa vankfe din un dra bennak ker…
Gouere 1965