Ar c’hog gwenn

Nevez ‘oa c’hoazh em c’horn-bro ar ouenn yer Leghorn. Nevez ‘oa ivez end-eeun ar c’hiz da sevel yer a vandennadoù, a borzhiadoù, da lavaret eo en ur stumm disheñvel-tre diouzh ar c’hiz kozh. Ne veze nemet un dousenn pe div pe deir a yer e pep menaj hervez ment an douar vak en-dro d’an ti kentoc’h eget hervez ment ar feurm.

Ma, bremañ ‘ta ‘oa ar c’hiz o tont da sevel yer ‘n un doare teknikel ha kenwerzhel. Yer a ouenn c’hlan moarvat. Bez’ ‘oa er bourk ur paotr a-raok, ha daoust dezhañ kaout ur vicher a baotr-e-bluenn a lakaas en e benn sevel yer. Bez’ e krogas gant hanter-kant evn a ouenn Leghorn. Ar yer gwenn-kann-se gant ur mell klipenn ruz evel roz-aer, dever enno, mat da skrapat ha mat-kenañ da dozviñ.

Evel meur a hini all e c’hoantais kaout vioù yer gwenn da lakaat da c’horiñ. Met holla ! ‘oa ket dañjer. An aotrou-mañ ‘oa ket o klask gwelout niver ar yer o kreskiñ, se vije koll ar c’hoñvers. « N’eo ket mat va vioù, emezañ, re nebeut a gigi ‘m eus. It da brenañ evned mar deo kreñv ho yalc’h rak ker int avat ha diaes da sevel… »

Ma, pennek on bet a-viskoazh. Yer Leghorn a felle din ha bez’ am bije pe vije start ar foenn da dennañ. Met bihan ‘oa va arc’hant. Ne vern. Dre hanterouriezh migno- ned am boa gallet kaout ur c’hog diouzh ti paotr ar yer. « Na lezit ket ar poñsin-se re bell er forn, eme an itron da’m mignoned, rak hennezh zo tener e gig, maget evel m’eo bet. » Met setu planedenn Yann gog, e-lec’h mont d’ober anaoudegezh gant ar forn ‘oa deut du-mañ d’ober un tad-yer. Ha me ‘gomz deoc’h eus ur paotr faro ! Gwenn evel an erc’h, ur glipenn ruz ‘vel roz-aer, un heuzoù melen, hag eñ sonn war e elloù ha krog dija da ganañ, mar plij.

‘Oa ket bet pell o kouezhañ e karantez gant va folizi ha prestik am boa vioù da lakaat da c’horiñ d’ur c’hozh sklokerez. Ha setu bastarded Leghorn o tiflukañ, ha lec’h en devoa ar c’hog gwenn da vezañ lorc’hus ha bez’ a oa, me ‘lavar, daoust dezhañ da vezañ ur paotr skañv, bez’ ‘oa buz ha buhez ennañ ha balc’h ar lamm anezhañ. Kalz a abegoù en devoa end-eeun da vezañ balc’h. Daoust hag-eñ n’oa ket bet lakaet ar c’hog kozh er soubenn d’ober plas dezhañ ? Daoust hag-eñ n’eo ket eñ a dihune tud ha loened bep mintin gant e gokoriko skiltrus ? Daoust hag-eñ n’eo ket eñ a rae ar polis war al leur pa groge katailh etre ar sklokerezed hag an dozverezed ? Daoust hag-eñ n’eo ket e vugale al labousedigoù koant ha mibin-se o skrabañ dija ken dilu en-dro d’an teil ? Daoust hag-eñ n’eo ket eñ a gave tres eus an tachennoù nevez-hadet ? Aze avat a fazie a-wechoù, rak Loulout kozh, ar c’hi du iset gant e vestr, a denne dezhañ pluennoù eus e lost. Kement ha ken bihan end-eeun ma kounnaras un deiz ha ma kredas ober tal d’ar c’hi, ken ma reas dezhañ tec’hout.

Adalek an deiz-se e kredas da Yann gog bezañ deut da vestr bras. Trec’hiñ ‘reas al lorc’h warnañ ha fellout ‘reas dezhañ sujañ ivez an dud. Pa wele tud estren d’an ti oc’h antren er porzh ‘n em lakae da ganañ gant ur stumm drouk sonn war e elloù hag o flapañ e zivaskell ken ma krene gant ar gounnar. Iskis eo pegen speredek ‘oa al loen pluñv-se. ‘Oa ket ‘vit gouzañv ar c’hlakennoù. Ma veze aet war e glud e teue raktal en traoñ adalek ma kleve mouezh ur glakenn bennak, lammat a rae war ar voger vihan hag ac’hane war o choug. Ar vugale o dije aon bras outañ. Un dañjer ‘oa en gwirionez. Ma lavaras va zad un deiz : « Feiz, ret vo lakaat ar c’hog gwenn er soubenn pe savo trouz diwar e benn. » Barnet ‘oa eta d’ar marv, ha kavet un deiz evit an aberzh : mont a raje d’ober friko an dornañ. Unan eus an amezeien, ur paotr ampart war ar vicher kiger a deuas d’ober e stal d’ar c’hog gwenn asambles gant ur yar all, pe ziv ? ‘m eus ket soñj kaer.

Evit dibluñvañ aesoc’h va loened am boa bervet ur bodezad vat a zour.
« Marv int, Marsel ?
— Ya, ya, deuit hardizh, na fiñv hini ‘bet ken. »
N’on ket ‘vit gouzañv gwelout loened o vervel… Boenn… Marv mat ‘oant ha dour bervet warno er bodez. « Oi ! Gwa ! Va Doue ivez ‘ta !… » Ganin o vlêjal diwar va spont ‘oa diredet Marsel eus an ti a-greiz evañ ur chopinad sistr.
« Petra zo ? En em boazhet oc’h ?
— O va Doue ivez ‘ta. Ar c’hog. ‘Oa ket marv. Nijet eo kuit ha stribilhet dour bervet din ‘leizh va dremm. O ! al loen-se zo eus perzh an diaoul ‘velkent.
— Biskoazh kemend-all ! Hag emañ pelec’h ? Fidambie me zo ‘vont da lemel ar c’hoant nijal digantañ. Gortoz. »

Tapet ‘oa ar c’hog dindan ar vodenn-veuz, hag an dro-se n’eo ket gant e gontell ‘oa aet Marsel dezhañ avat. Met gant ar falz war ar pigos da drailhañ keuneud en devoa distaget e benn dioutañ lip. Ur flapadenn bennak a glevis anezhañ oc’h ober d’e zivaskell, hag echu… Ma feiz, un tamm disfiz am boa c’hoazh pa soubis anezhañ evit an eil gwech er bodezad dour berv. Met an dro-mañ ‘oa marv-mat.

Ha kennebeut n’en doa kanet ouzh ar ber

Da lavaret d’ar justis na raent ket o dever,

evel ma veze kanet er gwerzioù kozh gwechall. Goude graet gantañ un tamm tro er pod-soubenn ‘voe graet ur gefalennad yer ha piz bihan da baotred an dornañ. Ha ma na’m c’hredit ket n’hoc’h eus nemet mont da c’houlenn diganto.

9 a viz Mae 1965