Ar c’hi hag ar c’hazh

Ar Sul-se en ur retorn eus an oferenn-bred, o-daou asambles, Lom ha Fañch a ‘n em glevas da vont goude kreisteiz da welet Frañsinig, a oa sañset « dousig » Lom. Fañch ‘vije ‘ta ar c’hi, evel ma vez lavaret amañ e Bro-Dreger, rak n’emañ ket, pe gentoc’h ne oa ket ar c’hiz gant ur paotr yaouank da vont e-unan da verc’heta, ur c’hamalad a ya gantañ : ar c’hi.

Fañch ‘oa ur paotr dispont, ur paotr a itrikoù, ne vane taol ebet en e dreñv d’ober, ur c’hwil eta. Lom avat ‘oa ur paotr dizrouk, un tamm abaf, na gomze ket kalz, met Fañch ‘oa barrek d’ober tout ar gaoz e-unan, goulenn ha respont eus ret.

Aet e oant ‘ta o-daou da welet Frañsinig, hag erru mat ‘oant bet koulz gant kozh evel gant yaouank. Pedet da adverennañ o devoa bet o jeu ledan : chistr, kig ha bara hervez ar c’hiz. Ur pladad mat a gig a oa war an daol. Un troc’h kig-sall hag un tamm mat a anduilhenn nevez-voulc’het ha peuriñ a rae ar baotred digomplimant. Fañch n’echue ket gant e bezh bara.

« Tener eo va genoù, emezañ, un dant din, ‘m eus aon, zo o vont da c’horiñ. Ne ran fonn ebet da chaokat kreun.
— O, amzer zo, ‘lavare Lom. N’omp ket en ur gwall blas amañ. »

An daou gozh, p’o devoa evet o c’hafe, ‘oa aet war-dro o labour en-dro d’al loened. Frañsinig ha Lom ‘oa aet da draoñ an ti da sellet ouzh ar poltredoù ha d’ober o zamm kaoz. Chomet ‘oa ar plad war an daol dirak Fañch. Fañch ‘oa ur soñj diaoulek en e spered ha mont a rae an traoù a-du gantañ. Setu eñ o kouchañ ur c’hornedad ha da zaoulinañ dirak an oaled da danañ e gorn gant ur skod-tan. Ar c’hazh diwar gorn an oaled a like etrezek an daol. Fañch a roas un taol tog d’ar c’hazh. Hemañ, spontet un tamm, a reas ur sell a-dreuz ouzh Fañch hag en em vountas dindan ar bank-tosel.

Ha Fañch da dodioniñ kerkent : « Chat, chat, chat ‘ta paotr kozh ! eme Fañch. Aet eo ar c’hig gant ar c’hazh ! Sarkerbier, bier, bier ! Chat, chat ! » Lom ha Frañsinig a zilammas eus traoñ an ti pa glevjont ar paotr Fañch o krial chat-chat !

« O ! Va Doue ! eme Frañsinig. Amañ ‘oa chomet ar c’hig war an daol hag ar c’hozh targazh-se zo ken laer ! » Fañch ‘oa a-benn neuze war bennoù e zaoulin, e vazh gantañ en e zorn, o fleukañ dindan ar bank-tosel. Ar c’hazh avat ‘oa skampet ha tapet toull an nor prim-ha-prim, ha kenavo.

— Ma ! Memes tra ivez ! eme Fañch. Mann nemet treiñ va c’hein ha setu paket an anduilhenn gant al loen daonet. Ken prim ha lavaret chou ! d’ur yar…
— O ! pa ouezo Mamm, eme Frañsinig, me am bo kroz. » Hag ar plac’hig paour da ouelañ — tener ‘oa ha yaouank.

Un tamm diaes en em gavas Lom en e zilhad gant an darvoudig-se hag ar buanañ ma c’hellas e kimiadas eus e zousig a-raok na vije retornet an daou gozh.
Pa voent distoket un tamm ac’hane war hent ar gêr, setu Fañch o tennañ an anduilhenn eus e c’hodell en ur lavaret da Lom en ur c’hoarzhin : « N’eo ket gant ar c’hazh ‘oa aet an anduilhenn, emezañ, met gant ar c’hi an hini ‘oa !…

— Ma, biskoazh kemend-all ! eme Lom. Ganit-te, memestra… Ha lakaat trouz da Frañsinig war ar marc’had ?… »
Ar wech diwezhañ avat ‘oa bet da Fañch da vont da « gi » gant Lom.

25 a viz Meurzh 1962