Ar c’hef hag ar c’hraou

Va Doue, memestra ! Pelec’h edo ma fenn ? Ret eo ‘velkent ‘vefen o kouezhañ em bugaleaj en dro-mañ ! Kouezhet eo an drubuilh war va memor. Biskoazh kemend-all ! Nann, biskoazh kemend-all n’ez eus bet degouezhet ganin, ya, an drubuilh he deus trec’het warnon. Noz an Nedeleg eo. Setu ar podhouarniad da virviñ, ha deuet eo ar mare da lakaat ar c’hef en tan, ar c’hef bras a dle padout eizh deiz, ‘n ur zeviñ un tammig bemnoz adalek noz an Nedeleg betek noz diwezhañ ar bloaz. Kef an Nedeleg ! Na kef an Nedeleg ebet n’am eus !

Mabig Jezuz, pardonit din an ankoua-mañ, biskoazh abaoe am eus soñj n’am eus gwelet an oaled da noz an Nedeleg hep ur c’hef, ur pikol kef derv sec’h. O ! Na poan a ra din bezañ torret an hengoun. Va zad, Doue da bardono e anaon binniget, a denne, a-ratozh, eus ur c’hleuz ur c’hef derv : souchenn ur wezenn bet diskaret diwar varc’h, ha chomet eno bloavezhioù ken ma vije brein ar gwrizioù ha ma ne chome nemet ar c’hef. Kalet evel houarn, deviñ a rae gorrek hag eizhtez e pade.

Dalc’het am boa an hengoun ; goude marv va zad eo me va-unan a denne ar c’hef ; un nebeud devezhioù kent Nedeleg, mamm a zegase da soñj din. Chomet va-unan- penn, biskoazh abaoe pemzek vloaz n’am boa ankouaet va c’hef. Ha setu fenoz a rankan klask ur vuchenn, ur vuchenn evel an dud all. Bez’ ez eus el loch unan sec’h, an hini ‘vez gant ar Boubenneg kozh o trailhañ skilhoù warni. Grozmolat a ray ar paotr kozh : pelec’h ‘vo aet e vuchenn ? Ur vuchenn faou n’eo ken, ne bado ket pell. Ne bado ket marteze un nozvezh ?

Kraou Nedeleg Anjela Duval
N’he lakin ket en tan ken n’am bezo roet o adkoan d’al loened. O adkoan d’al loened ! O, Mabig Jezuz pardonit din ma ouelan en noz-mañ a zo un nozvezh a levenez. Met ivez perak hoc’h eus lamet diganin al loen a garen ar muiañ ? Al loen am sikoure da c’hounit va bara. Penaos ne ouelfen ket dirak he c’hraou goullo, va c’hazeg kozh ken mat ha ken doñv, na vanke dezhi nemet ar gomz. N’ez eus nemet daou devezh m’eo aet d’al lazhti. Ha gwelet a rit Mabig Jezuz pebezh strafuilh zo kouezhet war va spered, pa on aet betek ankouazh ar c’hef-Nedeleg.

Biskoazh noz ‘n Nedeleg n’am eus tremenet ken trist ha ken digenvez : o soñjal, o vemoriñ, oc’h ober un distro war an amzer dremenet. An amzer evurus ma oamp tri, ha ma teue amezeien, ha ma veze kanet, ma veze c’hoarzhet, kontet kontadennoù kozh, c’hoariet domino, ma laken va botoù-koad war an oaled kent mont da gousket, ma veze mabig-jezuzoù sukr-roz enno en deiz war-lerc’h ar beure. Se ‘oa d’ar c’houlz m’edon bihan, ma ne ouezen netra all eus mister bras ar C’hinivelezh, netra nemet ‘oa un deiz a levenez m’o divije ar vugale binvidik c’hoarielloù kaer hag ar vugale baour un netraig bennak da heul ur mabig-jezuz sukr hag un aval mir.

Ha neuze ‘oa an dra espar-se : klevout ar c’hleier o son en noz, ha mont gant mammig da welout kraou ar Mabig Jezuz. Ar bugelig noazh gourvezet war un dornad plouz, ken truezus, an azen, an ejen oc’h astenn e benn evel da glask lipat ur blouzenn bennak. Da dommañ ar bugelig gant e alan, a lavare mamm. An deñved bihan, ken dinoaz, ken gwan, ar mesaer o tostaat evel ur sav-e-fri ; ar paotr du, a lavare mamm, ‘oa roue hag an doare kezeg-se ‘oa, hervez, daou gañval hag un dremedal. Hag ar steredenn. Ar Werc’hez, sant Jozeb ha n’oant ket nemeur brasoc’h eget ar Mabig Jezuz. Holl int chomet gravet em spered ha gouest a vefen a gredan da reiñ da bep hini eus tud ha loened ar c’hraouig ar memes lec’h hag ar memes emzalc’h.

Hunvre ? Hunvre dihun ! Hunvre glan ha laouen am distro da vugel. Ma sav ennon ur sorc’henn iskis : ober fenoz ur c’hraouig Nedeleg ! Met gant petra ‘ta ? Sede evel ul luc’hedenn, ur ger o tremen dre va spered : santigoù, santigoù Provañs ! Un deiz o tastum meinigoù ametist diwar an hent am boa merzet o doa darn trolinenn santi- goù, santigoù stouet. Ha ma rafen-me ur c’hraou Nedeleg netra nemet gant mein. Goude tout bez’ o defe talvoudegezh arouezel ; kenkoulz hag an tudennoù bihan plastr pe borselen. Dibab a ran em dastumadenn mein a bep ment, ivez a bep stumm, ha zoken a bep liv, gant m’o devo ur c’hostez plaen a-walc’h evit chom ‘n o sav, n’on ket figus war an drolinenn.

Hemañ gant daou du plat ‘vo an uhelgompezenn, warni ‘vo astennet un tamm plastik glas : ar peurvan, hag un hanter dousenn mein bihan a vo an deñved. Un doare maen-hir bihan vo ar mesaer… Hemañ beg moan ‘vo ar menez, an daou gromm-mañ harp-ouzh-harp ‘vo ar groc’h. E-barzh : un ejen brizh hag un azen glas-teñval. Hemañ gwenn ‘vo ar Werc’hez. Hemañ glas : sant Jozeb. Hemañ bihan roz : ar Mabig Jezuz. An tri-mañ stouet ken meurdezus ‘vo an tri Roue. Tri all brasoc’h : an tri gañval, amañ tri n’houlont e mod ebet chom ‘n o sav. Mat ! Harpet ‘vint er c’hañvaled : an tri vlenier. Chom ‘ra c’hoazh reoù vihan ken koant : tri floc’hig ‘n ur regennad a-dreñv an tri Roue. Ha bremañ an daou vihan du-mañ ? Daou gi… chom ‘ra c’hoazh daou all azezet da zerc’hel en o sav. Ma, bez’ ‘vint daou sav-e-fri. Hag ar steredenn ? Un nebeud taolioù sizailh ‘n un tamm paper chikolad, un neudenn ha sede ur steredenn a-us d’ar groc’h istribilhet ‘n ur bod pin. Echu eo va c’hraou Nedeleg. Ur c’hraou Nedeleg dispar ! Da vihanañ ur c’hraou Nedeleg dibar.

Ha daoust petra ‘soñj ar Mabig Jezuz ? Ha daoust petra ‘lavaro an dud ? Rak bez’ am eus ar meno d’e lezel aze e-lec’h m’emañ war ar prenestr. Un tammig levenez sioul zo ‘n em silet ennon. Ur frealz war va foan, va zrubuilh. Ur balzam war va gouli. Burzhud ar vein troet da graou Nedeleg ! Ha va buchenn o teviñ fur en tan ken gorrek hag ur c’hef derv. Peoc’h war an douar d’an dud a youl vat !

G. S. — Berzh en deus graet ar c’hraouig giz nevez. Tri rumm a dud o deus c’hoantaet mein evit ober kement all.

Noz an Nedeleg 1965