An esorc’h

Peder lev, pe dost, d’ur grennardenn nav-dek vloaz d’ober war he zreid. Pebezh c’hwistad hent. Ma feiz, keit-se am boa d’ober da vont da welet Mamm-gozh, mamm va zad, Doue d’o fardono tout. Evel-just n’aen ket va-unan da veajiñ keit-se ; tad pe mamm a vije ganin, sklaer eo. Un devezh bepred am eus soñj edomp erru, va zad ha me, un tammig en tu all da vourk Tonkedeg, pa welis un den, ur gwaz ‘kreiz e oad, strujet fall a-walc’h d’am meno, o tont war-zu dimp. Ober a reas ur sell ouzh va zad hag e zremm a sklaeraas gant ur mousc’hoarzhig hegarat. Va zad ivez a seblante e anaout. An den a lakaas e zorn war skoaz va zad hag a lâras dezhañ ur frazennig e galleg ‘n ur stardañ e zorn gant e zorn all, en un doare da ziskouez joa vras outañ. Nebeut a gomzoù avat, ha distaget fall-kenañ. P’edo tec’het an den, a gontas va zad din e istor.

« Hemañ, eme va zad, a zo bouzar, ha mut ‘oa ivez gwechall. Kaset eo bet da skol ar re vut, ha desket zo dezhañ komz a-walc’h evit ‘n em denn e-unan. Ar pezh a zo kiriek dezhañ da ziskouez kement a joa, eo dre ma’m boa savetaet e vuhez dezhañ pa oa bihan. Er bloaz 1880 ‘oa bet esorc’h, ha traonienn al Leger ‘oa ‘vel ur mor kounnaret. Ar pontoù ‘oa karzhet hogozik holl gant an dour bras. Gleb-mat ‘oa bet dija an hañv. An douar ‘oa leun. Da viz Here, setu daou devezh ha div nozvezh dour o tont, dour-bil hep ehan. An douar na eve ken a zour, ar stêrioù ‘oa ‘n em gavet leun abred, esorc’het an draonienn, goloet ar pradoù ‘hed ar rinier. Tapet ‘oa ar milinoù evel enezennoù e-kreiz an dour. Un dismantr ‘voe bet kement-se evit ar glannidi. Mont a rae al loened gant an dour. Ar plouz, ar foenn, ar c’heuneud, ar c’hirri, hag all. Betek, o tra spontus, ur c’havell, hervez a lavare darn, ‘oa bet gwelet o tremen. Pelec’h ‘oa manet ar bugel ? Per Denez, miliner e milin Gervihan en devoa savet e varc’h war ar maen-milin da harz outañ da vezañ beuzet. E milin ar Pont Kozh ‘oa chomet ur vamm gant he bugel nevez-c’hanet e-pad tri deiz hep n’helle den mont war o zro. Pa izelaas un tammig an dour ez eas Yannik Gwilh Fañchoù war gein e varc’h da gas un tamm boued tomm d’ar vamm ha lienaj sec’h eviti hag he bugelig. Dre c’hras Doue, bev ‘oant chomet o-daou. Eus beg ar rinier da Lannuon, avat, hogozik an holl bontoù ‘oa bet skarzhet gant kas an dour. Distroadet ar pileroù gant herr ar gwez a deue da skeiñ a-benn enno : ar gwez bet displantet eus bord ar rinier gant kounnar an dour. »

Va zad ‘oa naontek vloaz. O chom ‘oa nepell eus ar rinier, ha mont a rae ‘vel-just da welet an esorc’h. Eñ ha kalz a dud all, tud ar bourk dreist-holl. Biskoazh marteze ‘n oa bet kemend-all a dud en-dro d’al Leger, pont Maho, pont Loser, pont Tromorvan, pont Runfao. Tud e-leizh o sellout hag o tespetiñ. Va zad, emezañ, ‘oa ket ur paotr spontik. Ne rae ket kalz van ouzh dour-bras, difrom-kaer a dostae. Miliner kozh Kergrist, Erwan ar Bihanig, ‘oa war bont Runfao, o tapout kefioù koad eus ar rinier hag o sachañ anezhe e tu Tonkedeg, o soñjal ober e damm pourveañs danvez-tan diwar-goust an esorc’h. Gervel a reas va zad d’en sikour hag ar mud a yeas ivez d’e heul da greiz ar pont. Ar paotrig-mañ ‘oa re yaouank da gompren an dañjer, ha pa ne gleve netra, ne servije ket huchal dezhañ tec’hel ac’hane. Anaout mat a rae va zad ha derc’hel ‘rae tost dezhañ. An dour a greske bepred. A-greiz-holl setu ur garm o sevel… Skarzhet ‘oa ur volz eus ar pont, an hini tu Ploubêr. « Va Doue, ne chomit ket aze, » a huche an dud d’an tri-mañ ‘oa bepred war greiz ar pont.

Erwan ar Bihanig avat a rae desped dezhañ lezel e goad war ar pont. Met ‘oa ket amzer da goll. A-boan da Erwan bezañ en em zibabet eus a-douez e bennadoù koad en e gichen ma skarzhas d’he zro ar volz tu Tonkedeg. En dro-se ‘oa savet c’hwen en o loeroù avat. Ar paotrig o welout ar frailh a grogas ar spont ennañ hag a begas ouzh va zad, ‘n ur skrifal. Ar merc’hed a grie forzh. Va Doue pebezh gwalleur ! Erwan, daoust dezhañ da vezañ kozh, a c’hellas lammat dreist ar frailh. Met va zad ne oa ket ‘vit dispegañ dioutañ ar paotrig mut. Ar frailh a greske bepred hag ar spont a greske ivez. Koll a rae e boan oc’h esaeañ reiñ da gompren d’ar mud penaos en em gemer ‘vit ‘n em savetaat… Erfin gant un difretadenn rust a zispegas anezhañ. Prim e krogas gant un dorn e kolier e chupenn, gant un dorn all e foñs e vragoù, hag e lañsas anezhañ gant herr dreist ar frailh. Evel-just, tud ‘oa en tu all a-raez evit kregiñ er paotrig diouzhtu, hanter-vadaouet hag un tammig bloñset. Va zad yaouank ha skañv ‘oa bet nemet ur c’hoari dezhañ lammat d’e dro dreist an dour. Poent ‘oa avat. Daou vunut goude ne vane netra eus ar pont, nemet tammoù pileroù.

« Biskoazh, eme va zad, ‘oa bet ken tost all ar marv din. Kentoc’h ‘vijemp aet hon-daou gant an dour ‘vit am bije lezet ar paotrig da veuziñ. Furoc’h, e gwirionez, ‘vije bet lezel ar c’hoad da dremen ‘vit ‘n em lakaat er seurt riskloù. Met pa vezer yaouank… »

Ar mud avat, savet oad dezhañ a gomprenas en devoa va zad graet un dra gaer en e geñver, ha diskouez ‘rae joa outañ bewech m’en gwele.

[1962 ?]