Foar Ouel Yann ‘oa en Lannuon. Herri en devoa un dra bennak o tresañ en kêr. Sañset ‘oa lavaret dezhañ a-benn ar foar e vije fichet. Met pa erruas da glask e dra n’oa ket prest a-walc’h. Ret e oa gortoz ur pennad.
Setu Herri oc’h ober un tamm tro war ar Marc’hallac’h, war ar Foarlac’h, da welet ha da glevet priz an traoù hag al loened. Kaout a rae hemañ, hennont, tud eus e anaoudegezh, hag un tamm kaozeadenn gant pep hini !… Kejañ ‘reas gant ur mignon kozh o tont, emezañ, eus ti un alvokad, bet o c’houlenn un aviz.
Herri ne oa bet biskoazh e dreid en ti alvokad ebet. Klevet komz outo evel eus tud mat-hardizh o genoù, gwidreüs ha desket-bras en devoa graet avat. Setu ma oa krog e damm spered da labourat. Un ali pe un aviz, eme Herri, se ‘dle bezañ ar memes tra. Ha daoust pegement e koust an dra-se ? Ma karfe bezañ goulennet digant Fañch !… Ma feiz, pa rankan gortoz ha pa ‘c’h on amañ o treinañ ar c’hi a-bouez e lost ez an da antren da c’houlenn me ivez un aviz ! Un ali mat zo mat na pa vez digant ur sod, hervez ‘lavare ar re gozh. Ret eo din gwelet petore kañfarded eo an aotrounez-mañ, eme Herri, ‘n ur vont en ti.
P’erruas e dro da vont er burev e c’houlennas an aotrou digantañ :
« Ha c’hwi, ma den mat, petra eo hoc’h afer ?
– O, eme Herri, me n’am eus afer ebet avat.
– Petra zo neuze ‘vit ho servij ?
– Deut ‘oan da c’houlenn un aviz diganeoc’h… rak klevet em eus ordinal penaos un aviz mat zo mat bepred ha pa ve’ digant ur sod ‘vefe ; hogen, un aviz digant un alvokad am eus ar gredenn e tle kaout talvoudegezh. »
Sellet ‘rae un tamm a-gorn an aotrou ouzh Herri. Daoust, a soñje moarvat, petra eo ar pichon-mañ ?
« Boen, emezañ, va den mat. Setu amañ gwellañ aviz a c’hellan reiñ deoc’h, selaouit mat : na lezit ket da ober ac’hann da arc’hoazh ar pezh a c’hellit ober hiziv… Kompren a rit ?
– Ya, ya, eme Herri (war an taol ne gomprenas ket kalz tra ‘vat). Boen, pegement eo o kont neuze, aotrou ?
– Eizh real, va den mat. » (Pell zo abaoe, triwec’h real, a lavare va zad-kozh, ‘oa arc’hant kerc’h d’an amzer-se.)
Ha Herri a-raok ‘n ur saludiñ.
War hent ar gêr avat ne baoueze ket da soñjal en aviz an alvokad. Treiñ ha dizreiñ a rae ar mennoz-se ‘n e spered : na lezit ket ac’hann da arc’hoazh ar pezh ‘c’hellit ober hiziv. Daoust petra ‘c’hellfen ober hiziv ‘ta ? Marteze, ma ve’ sec’h a-walc’h ar foenn ‘c’hellfen tapout ur garg bennak bremañ-souden…
E foenn a oa a-stlabez. Lavaret en doa d’ar vugale treiñ ha berniañ bepred ‘vit gellout a-benn an deiz war-lerc’h mont d’ober un dro da Ouel Yann Lannuon. Erru ‘oant tud yaouank en tailh dont da bardonañ.
Hastañ a rae Herri. Sellet a rae eus an amzer. « Korboniñ ‘ra, emezañ, ‘vo ket pell ken hep glav, ha mat ar foenn da charreat… Hastomp ! »
Erru er gêr, e lavaras d’ar baotred stagañ diouzhtu. « A-benn ho po kerc’het ur garg am bezo debret un tamm ha cheñchet va dilhad. »
‘Oa ket stad er vugale o klevet-se. Kaout ‘rae dezho bezañ graet labour a-walc’h o treiñ hag o verniañ foenn dindan an tommder bras hag erru ‘oa an abardaez.
N’eus forzh ! Gant ‘n em sikour ha derc’hel tenn ‘oa deut ar foenn d’ar gêr a-raok ar glav. Krog ‘oa kurun da strakal ‘benn ‘oa echu da verniañ pe da berchenniñ ar foenn. ‘Oa ket debret abred koan avat, met kontant ‘oa Herri o vezañ bet o klevet un aviz digant an alvokad rak dour-bil a reas en noz-se hag e foenn a oa erru er gêr en savete.