Al Leger

(Pennad evit J.-L. Pichon)

Leger ! Ruban voulouz du ! Leger Luskellerez Hunvreoù !

Leger o silienniñ etre an tosennoù adalek an Argoad betek an Arvor. Betek ar Mor-bras… Ez vihanik am eus da zarempredet. Babig war vrec’h va mamm ez aen da welout va mignonez vihan Bertina d’ar vilin. Milin ar Pont-Kozh.

Ar Pont-Kozh ! Aspled ar Pont-Kozh ‘lec’h ma chomen brusket da bep abardaez o tistreiñ diouzh ar skol, da arvestiñ ouzh da Gened ! Da zour boull o tameuc’hiñ ar c’houmoul a rede en oabl hag ar pupli o krenañ en aezhenn. Ar pesked o lammat, ar yer-dour o splujañ !

Gwech ur pesketaer o poaniañ da dennañ un eog eus an dour, pe un dluzh o tifretañ e beg e higenn.

Ni krennarderez a yae ivez da besketa loched war ar skluz ; birvin a rae al loched er biez ha gant ur sil, ni glaske pakañ unan bennak da lakat ‘n ur podig gwer. ‘Choment ket pell bev ganeomp. Na ouzemp ket o magañ.

Leger : Koantiri ! Leger : Dudi ! Leger : Pinvidigezh ! Nag a vilin ac’h eus laket da dreiñ : milinoù bleud. Ken stank ma vezent kavet tost da bep tri c’hant metr e serten andredadoù. Milinoù-lin, milinoù-paper ha kartoñs. Pet familh a veve gras d’az dour sklaer ha kreñv ?

Pet skluz ? Pet pont ? Adalek da andon betek ar mor ?

Pet gwazh a gemerez war da roud ? Gant o anvioù iskis evit lod : Guic, Froud, Froudig, S. Tourhan, ar re-mañ stêrioùigoù. Gwazhioù bihanoc’h : gwazhilioù, keriezoù, Nenez, hag all.

War hed da 59 kilometrad e tegemerez 185 dourredenn : gouerioù ha gwazhioù a ouzhpenn 500 metrad hed. Ar gwazhioù berroc’h o red n’int ket meneget war ar gartenn. Hogen diniver int.

Diaes eo lavarout petra ‘sinifi da anv : Leger. Marteze lec’h kaer, lec’h + gouer (mein + dour). Un dra bennak hud a zo en anv-se. Ha ken kaer eo an draonienn don ma lavar an douristed eo kaeroc’h eget an Uhelgoad. Ur stêr vrezhon eo, n’eus ket nann da lâret. A-hed he hent n’eus war he ribloù nemet douaroù, pradoù, koadoù, milinoù, pontoù, kêriadennoù o tougen anvioù brezhonek rik. Evel Koad-Leger, Traoñ-Leger, Rozioù-Leger, hag all.

Ha betek un nebeud bloavezhioù zo na gleves, O Leger ! nemet yezh ar Vro, Yezh ar Gelted, ar Vretoned.

Al Leger

Siwazh ! trenket eo ar Vuhez ganit. Estrenien a zo deut da biaouañ da Vilinoù. Ha lod bras eus tud ar Vro — gwasket gant ar Gall — o deus ‘n em laket ivez da gomz ur Yezh ha na oa ket o hini. Saotret ar Yezh, saotret spered ar ouenn, eo bet saotret dit, da heul, da zourioù boull.

Kontammet da eoged ha da dluzhed, gant kement produ kimiek implijet ‘n un doare alies diskiant.

Graet o deus ouzhit, O Leger, ur c’han distrouilhañ. Teurel a reont en da wele gwalc’hadur lous o ziez cheuc’h. Gwalc’hadur o c’hroc’hen, hag o bouzelloù (gant resped d’ar boued benniget). Er gwelien-se n’eus buhez ebet ken. Dour marv o vont da ‘n em deurel er Meurvor, saotret eñ ivez dija gant petrol an diaoul !

Mezh ac’h eus ? Te, beg ar stêr goant. Mezh ac’h eus o ruilhal dour flaerius a-hed an draonienn ?

… Arabat dit, O Leger, mont en dizesper. Emañ da wellañ keneiled o kemer truez ouzhit. Evel ur bagad medisined emaint-i o klask da bareañ, ha mirout ouzhit da vezañ saotret ken en amzer da zont. Ruilhal a ro c’hoazh dour boull ma lintro e-barzh stered an Ebr da Hanternoz ha ma lugerno warnout bannoù an Heol Kreisteiz. Ma tameuc’hi c’hoazh koumoul gwenn ha skourroù krenus ar pupli, an haleg hag an onn. Ma neizho adarre ar yer-dour war da ribloù. Ma savo an dluzhed e genoù ar gwazhioù da deurel o had. Ma vo paket c’hoazh eoged evit dudi ar pesketaer. Ma vo evel gwechall ur blijadur ober un neuiadenn ez dour klouar d’an abardaezioù hañv.

Abaoe milvedoù ac’h eus hiboudet, richanet, hirvoudet. Krozet, fuloret ivez ur wech an amzer evel bremañ zo kant vloaz (1880) pa’z poa diskaret an holl bontoù, nemet daou pe dri — etre da andon ha Lannuon. Bloavezh an dour-beuz.

Bet ac’h eus ivez sec’hed, bloavezhioù zo evel 1921 pa lâre an dud dre fent : ma fell deoc’h mont da walc’hiñ ho treid d’ar rinier, kasit ganeoc’h ur c’helorniad dour eus ar gêr !

Buhez ar stêr zo evel buhez un den, enni mareadoù uhel ha mareadoù izel. Mareadoù a Levenez ha mareadoù a Anken.

Met atav a chom « ar Stêr arouez ar Vuhez ». Doujañs d’al Leger.

Ha d’he zraonienn ken kaer !

Ha doujañ d’ar Yezh a zo he hini : ar Brezhoneg.