Oberenn glok Anjela Duval eo an oberenn glok gentañ – hag an hini nemeti – o vezañ bet embannet e brezhoneg. E 1999 ‘oa bet embannet evit ar wech kentañ ha degemeret mat ‘oa bet, hardî, gant an holl skridvarnourien. Priz “brezhoneger ar bloavezh 2000” ‘oa bet roet da gevredigezh Mignoned Anjela evit al levr-se gant strollad-barn “Du-mañ du-se”. Ha dreist-holl o doa “lammet” al lennerien war al levr, diviet e-korf un nebeud mizioù. Kalz a c’houl ‘oa war al levr abaoe. Adembannet e oa bet anezhañ e 2005, bloavezh kantvet deiz-ha-bloaz ganedigezh ar varzhez.
Holl skridoù Anjela Duval zo bet bodet el levr-mañ ; betek-henn e oant strewet e pevarzek levr, kant kelaouenn hag ur bern dornskridoù diembann. Ouzhpenn-se e vez kavet el levr en tu all da zaou c’hant luc’hskeudenn, ugent pennad-studi skrivet gant mignoned hag ispisialourien ar varzhez, troidigezhioù e yezhoù all, notennoù displegañ, daou veneger, ul levrlennadur, hag kement zo. Kement-se o vont da 1 288 pajennad testennoù hag 48 pajennad fotoioù, lakaet e gwerzh 58 euro. N’eus ket kalz a cheñchamant etre an eil embannadur hag an hini kentañ. Un nebeud fazioù zo bet reizhet ha muioc’h a droidigezhioù e yezhoù estren a vez kavet ennañ (e poloneg, vietnameg, galisianeg…). |
|